13.07.2011
Un droiad e Speied dindan an heol o parañ
Deskiñ traoù diwar-benn glad ar vro en ur vale dindan an heol brav ha tomm, setu ar pezh 'noa graet tud Oaled Landelo ha Div Yezh d'ar sul tri a viz Gouere e Speied. Un devezh plijus ha kentelius war an dro. Kroget an traoù da zek eur mintin dre zizoloiñ teñzorioù kaer chapel ar C'Hrann, a-raok mont da weladenniñ mirdi an amann. Dastum amann da sevel pileradoù amann kizellet zo un hengoun kozh 'ba parrez Speied.
Debret ar pik-nik 'ba Pont Roc'h oa en em gavet an dud e Kudel, evit mont war-du Menez Kamm. Eno oa bet savet ur mirdi gouestlet da Vefa de Saint-Pierre. Kaoz zo ivez deus ar greizenn sevenadurel kaset en-dro gant Yann Goasdoue ha Yannig Baron er bloavezhioù dek ha tri-ugent.

'Ba mirdi Menez Kamm : tud aketus o selaou displegadennoù Servane de Thoré
War-lerc'h oa aet an dud da zispenn roudoù ar barzh-miliner François Pichon, heñchet gant Ronan Broustal, anavezet gantañ pep gwenojenn deus ar menezioù du, ha pep mojenn kontet eno. En 19vet kantved oa bet tamallet François Pichon da vezañ lazhet an aotrou Halma, perc'henn Menez Kamm d'ar mare-se. Ur afer par d'an afer Seznec, pa lârer mat. Pichon a voe kaset d'ar galeoù met difennet oa bet gant Kervarker ha gant an Itron Recamier. Kiriek pe ket ar Pichon ? Pep hini d'ober e soñj !

War roudoù Pichon gant Ronan Broustal
Mersi bras da / Merci beaucoup à : Claire Arlaux, Servane de Thoré et Ronan Broustal pour leur disponibilité et leurs explications passionnantes.
Vakañsoù mat d'an holl hag a-benn an distro-skol neuze !
Diegi zo ganin treiñ ma zestennig e galleg. 'Peus ket 'met tap' krog 'barzh ur geriadur, setu un tamm labour skol e-kerzh an hañv ! (j'ai la flemme de traduire mon petit texte en français. Vous n'avez qu'à attraper un dictionnaire, voici un peu de devoirs de vacances avant la rentrée !)
00:20 Publié dans Baleadennoù/randonnées | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note


