29.01.2012

Marvailhoù ar vro gant Chañ-Klaod Taleg

P1010003.JPG

Leun-kouch oa sal tavarn Le Pommier e Landelo digwener noz, an 20 a viz Genver. Tregont a dud bennak oa deut da selaou Chañ-Klaod Taleg ha J.D. Bourdonnay o kanañ tonioù ar vro. Berz 'neus graet Gwendal ivez pa 'noa kontet div goñchenn ha lakaet an holl dud da c'hoarzhin.

Pa oa krog Chañ-Klaod ha J.D. da gañañ Menez Kernall, ur son daspugnet digant Ernestine Balp deus Landelo, oa aet an dañserien war al leurenn ha bec'h d'ar gavotenn !

 

Les commentaires sont fermés.