29.04.2012

REDADEG 2012 : FEST-NOZ VRAS E LANDELO

Photo 005.jpg

Fest-noz adalek nav eur noz / Fest-noz à partir de 21 h.

Moaien e vo da brenañ kilometradoù e-pad ar fest-noz / On pourra acheter des kilomètres pendant tout le fest-noz.

Etre 11 e hanter hag hanternoz : toud 'n dud 'maez da welet ar Redadeg o tremen ha da strakal o daouarn evit reiñ kalon d'ar rederien / Entre 11 h 30 et minuit : tout le monde dehors pour voir passer la Redadeg et applaudir les coureurs.

Goude hanternoz e vo servijet un voledad soubenn ognoñs da beb a garo / Après minuit, un bol de soupe à l'oignon sera servi à qui voudra.

Krampouezh ha gwestell a vo ivez / Il y aura aussi des crêpes et des gâteaux


Ha plijadur e-leizh, evel-just !



 

 

25.04.2012

REDADEG 2012 : O TOSTAAT EMAÑ

75732d01.jpgREDADEG 2012 : an trede Redadeg

Ur redadeg a-eilek eo « Ar Redadeg ». Redet e vez  bep daou vloaz abaoe 2008. Ur gouel a-dreuz Breizh eo hag a vod an dud deiz ha noz, hep harp ebet. Ar Redadeg eo ivez arouez treuzkas ar brezhoneg a rummad da rummad, ur yezh vev, oberiant ha startijenn ganti.

Ar bloaz-mañ, goude bezañ loc’het eus Brest d’an 12 a viz Mae e tegouezho Redadeg 2012 d’an 19 a viz Mae e Douarnenez. Redet e vo dre Vontroulez, Sant-Brieg, Sant-Maloù, Roazhon, Naoned, Gwened, an Oriant, Rostren, Landelo, Kastell-Nevez ar Faou, Rosporden, a-hed 1500 km gwerzhet evit skoazellañ ar brezhoneg er gevredigezh a-vremañ.

Fellout a ra deoc'h prenañ kilometradoù ? Kit war lec'hienn ar Redadeg ha pep tra a vo displeget deoc'h, e brezhoneg pe e galleg : http://www.ar-redadeg.org/

An arc’hant : petra zo arc’hantet gant ar Redadeg ?

Prenet e vez ar c’hilometroù gant an dougerien. An hanter eus ar gounidoù a vo roet da zDiwan. An eil hanter a skoazello raktresoù a yelo a-du gant implij ar yezh er vuhez foran, a gaso ar brezhoneg war-raok er mediaoù nevez, pe a roio tu d’ar vrezhonegerien ober gant o yezh.

Ar bloaz-mañ 'zo bet kinniget 26 raktres, 7 a zo bet dibabet gant Kuzul ar re fur. Ezhomm vo 60 500 € evit arc’hantiñ anezho da lâret eo 120 500 € an holl gant Diwan. 

E-touez ar 7 raktres dibabet emañ hini Oaled Landelo, ur c’hoari kartoù e brezhoneg penn da benn diwar-benn mojennoù Breizh, evit ar skolidi, ar c'hreizennoù dudi, ar c'hentelioù noz hag ar stajoù.

Ur fest-noz vras a vo aozet ganeomp pa dremeno ar Redadeg dre Landelo, d'ar 17 a viz Mae adalek nav eur noz. Keloù 'po a-benn nebeut.

 

KARTENN-AR-REDADEG-2012.jpg

Redadeg 2012 - 3ème édition -

La Redadeg est une course de relais en Bretagne, ouverte à tous pour la langue bretonne. Lancée en 2008, elle a lieu tous les 2 ans et se déroulera cette année, du 12 au 19 Mai 2012 . Son principe  : les participants se passent un témoin, sans discontinuer, de ville en ville, de jour comme de nuit, dans toute la Bretagne.


Au total, 1500 kms seront parcourus de Brest à Douarnenez en passant par Morlaix, Saint-Brieuc, Saint-Malo, Rennes, Nantes, Vannes, Lorient, Rostrenen, Carhaix, Landeleau, Châteauneuf-du-Faou, Crozon, Rosporden,... et mis à la vente pour le financement de projets en faveur de l’usage et de la transmission de la langue bretonne dans la société.

Vous souhaitez acheter des kilomètres ? Tout est expliqué sur le site de la Redadeg, en breton et en français : http://www.ar-redadeg.org/?lang=fr

L’argent : les projets soutenus par Ar Redadeg

Les porteurs du témoin achètent leur kilomètre. Les bénéfices réalisés sont distribués pour moitié au réseau des écoles Diwan. L’autre moitié participe au financement de projets innovants qui favorisent la pratique de la langue dans la vie publique, développent de nouveaux médias ou dynamisent le développement de la pratique du breton.

Cette année, sur 26 dossiers reçus, 7 projets ont été sélectionnés pour lesquels la Redadeg devra réaliser 60 500 € de bénéfice soit un financement global (Diwan compris) de 120 500 euros.

Parmi les sept projets retenus figure celui de Oaled Landelo, un jeu de cartes tout en breton sur les légendes bretonnes, destinés aux scolaires, aux centres de loisirs, aux cours du soir et aux stages.

Par ailleurs, nous organiserons un grand fest-noz au passage de la Redadeg à Landeleau, le jeudi 17 mai à partir de 21 h. Vous en aurez bientôt des nouvelles.

 

 


01.04.2012

NEVEZ-HAÑV AR VARZHED : UN ABADENN GAER

Photo 018.jpgBerzh bras 'neus graet an nozvezh gouestlet d'ar varzhoniezh e brezhoneg, digwener 23 a viz Meurzh e Speied. Tost da gant a dud zo bet e sal ar gouelioù oc'h arvestiñ ouzh un abadenn gaer ha fromus. Un abadenn aozet a-gevret gant Korn Boud (skol sonerezh Kumuniezh Kumunioù Kerne-Uhel), Oaled Landelo, Div Yezh ha klasad divyezhek kelc'h tri skol Seruzier Kastell-Nevez ar Faou.  Plijet oa bet an holl, an dud er sal, o strakal o daouarn ken-ha-ken, koulz hag ar re 'noa pignet war al leurenn evit dibunañ ur varzhoneg, kontañ rimadelloù, kanañ pe soniñ.

Photo 002.jpgPlijet ha fromet an dud o welet bugale ha tud koshoc'h, holl o teskiñ brezhoneg c'hoazh, asambles war al leurenn o tiskouez o youl hag o nerzh evit kas ar brezhoneg war-raok.

Plijet ivez - ha souezhet un tamm marteze - an nann-vrezhonegerien o welet pegen laouen ha birvidik eo bed ar brezhoneg, ha penaos e c'heller skoulmañ, dre ar brezhoneg, liammoù  etre rummadoù disheñvel. Gant ma teuint da zeskiñ brezhoneg ganeomp 'ta !

 Photo 009.jpg

Seurt abadennoù a ziskouez ivez pegen frouezhus e c'hell bezañ ar c'henlabour etre meur a gevredigezh hag a labour war dachennoù liesseurt.

 

Photo 030.jpg

Mall zo warnomp adstagañ gant Nevez-Hañv ar Varzhed a-benn ar bloaz a zeu !

 

20329CHACHNEUF2A.jpg

Le Télégramme, 29/03/2012