13.07.2011
Un droiad e Speied dindan an heol o parañ
Deskiñ traoù diwar-benn glad ar vro en ur vale dindan an heol brav ha tomm, setu ar pezh 'noa graet tud Oaled Landelo ha Div Yezh d'ar sul tri a viz Gouere e Speied. Un devezh plijus ha kentelius war an dro. Kroget an traoù da zek eur mintin dre zizoloiñ teñzorioù kaer chapel ar C'Hrann, a-raok mont da weladenniñ mirdi an amann. Dastum amann da sevel pileradoù amann kizellet zo un hengoun kozh 'ba parrez Speied.
Debret ar pik-nik 'ba Pont Roc'h oa en em gavet an dud e Kudel, evit mont war-du Menez Kamm. Eno oa bet savet ur mirdi gouestlet da Vefa de Saint-Pierre. Kaoz zo ivez deus ar greizenn sevenadurel kaset en-dro gant Yann Goasdoue ha Yannig Baron er bloavezhioù dek ha tri-ugent.

'Ba mirdi Menez Kamm : tud aketus o selaou displegadennoù Servane de Thoré
War-lerc'h oa aet an dud da zispenn roudoù ar barzh-miliner François Pichon, heñchet gant Ronan Broustal, anavezet gantañ pep gwenojenn deus ar menezioù du, ha pep mojenn kontet eno. En 19vet kantved oa bet tamallet François Pichon da vezañ lazhet an aotrou Halma, perc'henn Menez Kamm d'ar mare-se. Ur afer par d'an afer Seznec, pa lârer mat. Pichon a voe kaset d'ar galeoù met difennet oa bet gant Kervarker ha gant an Itron Recamier. Kiriek pe ket ar Pichon ? Pep hini d'ober e soñj !

War roudoù Pichon gant Ronan Broustal
Mersi bras da / Merci beaucoup à : Claire Arlaux, Servane de Thoré et Ronan Broustal pour leur disponibilité et leurs explications passionnantes.
Vakañsoù mat d'an holl hag a-benn an distro-skol neuze !
Diegi zo ganin treiñ ma zestennig e galleg. 'Peus ket 'met tap' krog 'barzh ur geriadur, setu un tamm labour skol e-kerzh an hañv ! (j'ai la flemme de traduire mon petit texte en français. Vous n'avez qu'à attraper un dictionnaire, voici un peu de devoirs de vacances avant la rentrée !)
00:20 Publié dans Baleadennoù/randonnées | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note
19.06.2011
POURMENADENN FIN AR BLOAVEZH SKOL / Sortie de fin d'année
Pourmenadenn fin ar bloavezh-skol Div Yezh hag Oaled Landelo d’ar sul 3 a viz Gouere 2011
Sortie de fin d’année Div yezh et Oaled Landelo
Dimanche 3 juillet 2011
Un droiad e Speied / un tour à Spézet
Gell’ rit dont gant ho kerent, ho pugale hag ho mignoned
Vous pouvez venir avec vos parents, conjoints, enfants et amis
10 eur : Emgav dirak chapel ar C’hrann / rendez-vous devant la chapelle du Krann (parking)
Gweladenniñ ar chapel - gwer-livet eus ar 15vet kantved - displegadennoù e brezhoneg hag e galleg / visite de la chapelle – vitraux du 15ème siècle –commentaires en breton et français.
Gweladenniñ mirdi an amann en Ti Glas / visite du musée du beurre dans la Maison Bleue.
Kreisteiz / 12 h : Pik-nik e Pont-Roc’h (dek munutenn war droad eus an Ti Glas) - banne digor-kalon profet gant Div Yezh hag Oaled Landelo - Pep hini a zegas e damm boued / Pique-nique à Pont-Roc’h (dix minutes à pied de la Maison Bleue) - Apéritif offert par Div Yezh et Oaled Landelo - chacun apporte son pique-nique.
1 eur hanter / 13h 30 : echu gant ar pik-nik - distro war droad da chapel ar C’hrann - kenweturañ betek Kudel / Fin du pique-nique - retour à pied à la chapelle du Krann - covoiturage jusqu’à Kudel.
2 e / 14 h : Pourmenadenn er Menezioù Du : forn Kudel - taouarc’heg Kudel - milin gozh Marion ar Faoued - bank Vefa de Saint-Pierre – gwel kaer war ar maezioù hag ar Menez Are - gweladenniñ mirdi Vefa de Saint-Pierre e maner Menez Kamm, bet ur greizenn sevenadurel brezhonek er bloavezhioù dek ha tri-ugent / Ballade dans les Montagnes Noires : le four à pain de Kudel – la tourbière – le vieux moulin de Marion du Faouët – le banc de Vefa de Saint-Pierre – Panorama sur la campagne spézétoise et les Monts d’Arrée - Visite du musée Vefa de Saint-Pierre au manoir de Menez Kamm, qui fut un centre culturel breton dans les années 70.

5 e hanter-6 e / 17 h 30-18 h : distro da Gudel / Retour à Kudel
Gant ma vo plijadur hag amzer vrav !
15:42 Publié dans Baleadennoù/randonnées | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note


